Tizh

Eus testwiki
Stumm eus an 17 Mae 2024 da 21:10 gant imported>Arko (Notennoù: porched ar fizik)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Falc'hun pirc'hirin
(Falco peregrinus)
Herrekañ loen war an Douar
108,05 m/s (389 km/h)

Tizh a reer er fiñvoniezh eus ar c'hementad a vuanded a zo gant un draezenn, da lavarout eo eus feur ar c'hemm en e lec'hiadur sturiadel en egor, hep kemer e kont na stur na ster roud an draezenn.
Ur ventenn skeuliadel eo an tizh peogwir eo dizalc'h diouzh roud an draezenn en egor, a zo sturiadel evel an nerzh pe ar vuanded.

  • Er fiñvoniezh e tiforc'her tizh diouzh buanded : n'eus na stur na ster da dizh un draezenn, ur c'hementad hepken zo dezhañ, evel ar gwrezverk pe ar gwask ; ur stur (e.g. ul linenn Norzh-Su) hag ur ster (e.g. war-du ar Su) zo da vuanded un draezenn ouzhpenn he zizh.

Tizh keitat un draezenn eo an hed diskaret ganti rannet dre badelezh he fiñvadenn ; tizh predel a reer eus he zizh keitad pa dosta ar pad da vann.

Evit jediñ tizh un draezenn e ranner hirder he hentad dre an amzer a laka evit mont eus an eil penn d'egile. Ar metr dre eilenn (aroueziet m/s pe m·s−1) eo unanenn an tizh hervez erbedadennoù an SI; da skouer : 27,77 m/s eo tizh ur c'harbed a laka un eurvezh da ziskar 100 km (105 m ÷ 3600 s). Ul lieskement eus an unanenn-se eo a vez implijet war ar pemdez avat : ar c'hilometr dre eur (km/h, da lavarout eo 1 000 m/3 600 s) ; kentoc'h eget merkañ 2,77 m/s, odometr ur c'harr-tan a ziskouezo 100 km/h eta.

Bevennet gant arlakadenn ar geñverelezh arbennik Albert Einstein eo skalfad an tizh, en em astenn eus 0 m/s (an difiñv) betek 299 792 458 m/s (tizh ar gouloù er peurc'houllo) ; herr eo anv an tizh er fizik keñverel.

Termenadur

Galileo Galilei, gant Domenico Tintoretto, c. 1606

Ar fizikour italian Galileo Galilei (1564-1642) a vuzulias hag a geñverias an amzer a lakae div draezenn disheñvel evit mont eus un eil lec'h d'ul lec'h all, ar pezh a c'hallas termeniñ dre ar gevatalenn :

tizh keitat=hentadamzer

Galileo Galilei e voe ar skiantour kentañ o krediñ rannañ ur ventenn dre ur ventenn all zisheñvel, pa grede da ouizieien e amzer e oa ken sod hag ouzhpennañ troatadoù da eurvezhioù.
Pa jeder an tizh keitat neuze e lezer a-gostez argemmoù an tizh e-keit ha ma fiñv an draezenn, da lavarout eo an tizhoù predel. Da skouer :

  • Ur c'harbed a ya eus ul lec'h A betek ul lec'h B, 100 km an hed etrezo. A-hed an amzer e red ar c'harbed da 100 km/h. Kevatal eo an tizh keitat, 100 km/h, d'an tizh predel en degouezh-se.
  • An hevelep karbed a red eus A betek B, da 100 km/h bepred, gant un ehan a 15 munutenn e-kerzh ar veaj. Kemmet eo an traoù en degouezh-se : 80 km/h eo an tizh keitat, ha 100 km/h eo an daou dizh predel – mar lezer a-gostez an amzer rekis da dizhout 100 km/h (ar c'hwimm eo, a jeder e n m/s²) hag an amzer rekis da dizhout an difiñv (ar gorrekadur, da lavarout eo ar c'hwimm leiel -n m/s²).

A-c'houde labourioù ar matematikour alaman Gottfried Leibniz (1646-1716) war ar jediñ argemmek e c'hallas ar matematikour gall Pierre Varignon (1654-1722) termeniñ an tizh predel evel un hed peuznull rannet dre ur predad peuznull dre ar gevatalenn :

tizh predel=dhda , m'emañ h evit an hed hag a evit an amzer.

Tizh linennek ha tizh a-spin

Un eeunenn a-spin ouzh ur c'helc'h

Tizh linennek a reer eus ar c'hementad a vetradoù a vez diskaret dre eilenn gant un draezenn o fiñval a-hed ul linenn eeun pe get, evel un hent etre div gêr.
Tizh a-spin a reer eus tizh linennek un draezenn o fiñval war trohed ur c'helc'h.

Mar lakafemp ur gantenn 1 m he skin s da dreiñ tro-dro d'he c'hreiz gant un tizh linennek digemm – 1 dro dre eilenn, da skouer – ha mar sellfemp ouzh ur poent A war trohed ar gantenn hag ouzh ur poent B lec'hiet war hanter ar skin e kavfemp ez eo hiroc'h hent A eget hent B :

  • hirder hent A = 2πs=6,28 m ; 6,28 m/s e vefe tizh A bep tro neuze, da lavarout eo 22,6 km/h ;
  • hirder hent B = 2πs/2=3,14 m ; 3,14 m/s (11,3 km/h) e vefe tizh B bep tro neuze.

Div wech buanoc'h eget A e trofe B ; ha mard arsellfemp ur poent C lec'hiet 1 mm diouzh ar c'hreiz ? 2πs/1000=0,00628 m e vefe hirder e hent, neuze e vefe 0,00628 m/s e dizh (0,0226 km/h, 22,6 metr bep eurvezh). Difiñv e vez kreiz ur gantenn a lakaer da dreiñ, ha seul vuioc'h e pellaer diouzh ar c'hreiz, seul vrasoc'h e vez an tizh.

Tizh a-spin a reer eus an tizh-se abalamour m'eo stur ar fiñv a-spin gant trohed ar gantenn.
Disheñvel eo tizh pep poent diouzh hini pep poent all ha n'emañ ket war an hevelep kelc'h, hogen un niver hepken a droioù dre eilenn zo gant an holl boentoù ; aesoc'h neuze eo muzuliañ ha kementadiñ tizh un draezenn kelc'hiek dre gelc'htroioù dre eilenn (pe dre vunutenn, dre eur).

Buanded a-spin eo an termen a zere pa vez sturiet troiad un draezenn ; mentenn ar vuanded a-spin eo an tizh a-spin neuze.
Seul vrasoc'h ar vuanded a-spin (kelc'htorioù/eilenn), seul vrasoc'h ivez an tizh a-spin (m/s) ; seul vrasoc'h skin ar c'helc'h, seul vrasoc'h ivez tizh a-spin e drohed.
Kement-se a vez lakaet e pleustr evit diskouez tizh linennek ur c'harr war an hent : muzuliet e vez trohed ur rod ha lieskementet dre an niver a droioù dre eilenn, alese an tizh diskouezet e km/h ; seul vrasoc'h ar rod, seul nebeutoc'h a droioù evit diskar 1 km.

Unanennoù an tizh

Ar m/s eo unanenn ofisiel an SI, hogen unanennoù all a vez war implij war an dachenn etrebroadel.

  • Er verdeadurezh hag en nijerezh : ar skoulm – 1 skoulm = 0,514444 m/s = 1,609344 km/h
  • En nijerezh hepken : ar Mach – Mach 1 = tizh ar son en aer sec'h, da live keitat ar mor ha pa vez 20 °C ar gwreverk = 343 m/s = 1 234,80 km/h[1]

Skalfad an tizhoù

Dilec'hiadur ar c'hevandiroù : 3,6 x 10-9 m/s d'ar buanañ (3,6 cm dre vloaz)
Gwepard (Acinonyx jubatus), herrekañ loen war an douar : 31,94 m/s (115 km/h)

Setu amañ un nebeud tizhoù keitat a zo bet muzuliet dre ar bed – war-eeun, dre jediñ pe dre vrasjediñ. E druz emañ an talvoudegezhioù rik.

m/s km/h Evezhiadennoù
Dilec'hiadur ar c'hevandiroù 0,0000000036 3,6 x 10−12 War-dro 3,6 cm bep bloaz, hervez al lec'h.
Maligorn (Helix aspersa) 0,013 0,05 5,8 m d'an eur ; Herrekañ maligorn.[2]
Den o kerzhout 1,25 4,5[3] Keitad uhel.
Den war varc'h-houarn 4,5 16,2 Diouzh an den, an dachenn, ar benveg ha liv an amzer.
Uhelañ tizh aotreet war an hentoù boutin gall 25 90
Reder a-vicher 10,43 37,58 Patrom:JamaikaUsain Bolt, kampionad ar bed, Berlin, 2009.
Pignerez 16.7 60,12 Patrom:TaiwanSkraber-oabl Taipei 101, 1 002 m/mn.
Uhelañ tizh aotreet war an hentoù-tizh gall 30,55 110
Gwepard (Acinonyx jubatus) 31,94 115 Herrekañ loen war an douar.[2]
Korventenn 33 118,8 Nerzh 12 Beaufort e-pad 60 eilenn da nebeutañ.
Rinkin mako (Isurus oxyrhinchus) 34,44 124 Herrekañ loen er mor.[2]
Uhelañ tizh aotreet war ar gourhentoù gall 36,11 130
Uhelañ tizh dre nerzh un den 37,02 133,284 Patrom:Kanada – Sam Whittingham, 2009, war ur marc'h-houarn-gourvez[4]
Falc'hun pirc'hirin (Falco peregrinus) 108,05 389 Herrekañ loen en aer ha war an Douar.[2]
Spirit of Australia, Ken Warby 141,97 511,11 Patrom:Aostralia – Herrekañ bag, 1978[5].
Cessna Citation X+ 271,66 978 Patrom:SUA – Mach 0.79 ; herrekañ nijerez nann milourel[6].
Tizh ar son en aer sec'h, war live ar mor, 20 °C 343 1 234,8 Termenadur Mach 1[7].
Lockheed SR-71 Blackbird 984 3 529,6 Patrom:SUA – Mach 3,3 ; Herrekañ nijerez er bed[8].
Egorvulzun Endeavour OV-105 7 741,6 27 870 Patrom:SUA – Resped : 1992-2011[9].
Tizh c'hweladur an Douar 465,1 1 674,36 Er c'heheder.
Tizh amestezel an Douar tro-dro d'an Heol 29 783 107 218,8 Etre 29 291 m/s ha 31 287 m/s.
Sonterezioù egor Helios-A hag Helios-B 70 220 252 792 Patrom:Alamagn & Patrom:SUA – O treiñ tro-dro d'an Heol, 1974-1976[10].
Tizh ar gouloù er peurc'houllo 299 792 458 1 079 252 848 Tizh uhelañ en hollved anavezet.

Notennoù

Patrom:Daveoù

Patrom:Porched an treuzdougerezh Patrom:Porched

  1. Diouzh an endro eo tizh ar son en aer.
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 Patrom:Es Franz Rey, Julia Rodríguez, Jahel Sanzalazar, Campeones todo terreno: los animales más rápidos, Elsa, 1998 Google Books
  3. Patrom:Fr CCHST
  4. Patrom:En WHPSC2009
  5. Patrom:En Spirit of Australia
  6. Patrom:En Cessna
  7. Ar fizikour aostrian Ernst Waldfried Josef Wenzel Mach (18381916) a dermenas ar ventenn-se, a zistager /'maχ/, "Mac'h".
  8. Patrom:En MiGFlug
  9. Patrom:En NASA
  10. Patrom:En WILKINSON John, New Eyes on the Sun: A Guide to Satellite Images and Amateur Observation, Springer,2012 Patrom:ISBN