Feur genel

Eus testwiki
Stumm eus an 6 Kzu 2024 da 17:01 gant imported>Llydawr
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Ar feur genel (FG) pe feur kriz ar ganedigezhioù eo al liamm etre an niver bloaziek a vugale manet bev goude bezañ bet ganet hag ar boblañs hollek keitaet war un termen hag un tiriad resis.

Diwar 1 000 (‰) e vez jedet an niver peurliesañ, dre ar gevatalenn :

FG=np.1000

e-lec'h m'eo n an niver a c'hanedigezhioù en ur bloaz ha p keidenn ar boblañs hollek war ar memes bloaz, alies brasjedet evel keidenn ar boblañs e penn kentañ hag e penn diwezhañ ar bloavezh.