Niver peurvat

Eus testwiki
Stumm eus an 13 C'hwe 2025 da 08:38 gant imported>Strebot (tennet liammoù etrewiki dispredet (via JWB))
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Graet e vez niver peurvat eus an niveroù anterin a zo kevatal da sammad o rannerioù, estregeto o-unan eveljust.

Da skouer eo peurvat 6 rak 6 = 2 × 3, setu eo 1, 2, 3 ha 6 rannerioù 6. Sammad rannerioù 6 (estreget 6) eo neuze :

1 + 2 + 3 = 6

Gant Euklides, en Patrom:IIIe kantved kt JK, e oa bet dizoloet ha prouet kement-mañ:
Ma 'z eus un niver kentael eus M=2p1 neuze eo peurvat M(M+12)=2p1(2p1).

Gant Leonhard Euler, en Patrom:XVIIIvet kantved, e oa bet prouet emañ an holl niveroù peurvat par er stumm kinniget gant Euklides. Setu eo liammet klask niveroù peurvat par gant klask niveroù kentael Mersenne (niveroù kentael e stumm 2p-1).

N'eus ket bet kavet niver peurvat ampar ebet met n'eur ket deuet a-benn da brouiñ n'eus ket anezho kennebeut. Prouet ez eus bet avat e rank an niveroù peurvat ampar kaout 11 faktor kentael da nebeutañ, unan anezho da nebeutañ brasoc'h eget 300 000. Prouet ez eus bet ivez n'eus hini ebet bihanoc'h eget 10300.


An niveroù peurvat kentañ

N'eus nemet pevar niver peurvat bihanoc'h eget 100 000, hag anavezet int abaoe an Henamzer. Setu int amañ :

  • 6 = 1 + 2 + 3
  • 28 = 1 + 2 + 4 + 7 + 14
  • 496 = 1 + 2 + 4 + 8 + 16 + 31 + 62 + 124 + 248
  • 8128 = 1 + 2 + 4 + 8 + 16 + 32 + 64 + 127 + 254 + 508 + 1016 + 2032 + 4064


Un dra iskis

Pa vez rannet pep hini eus ar c'hevatalderioù amañ a-us dre an niver peurvat a glot ganto e tizoloer ur perzh eus kevrennoù egiptat 'zo :

  • 1 = 1/6 + 1/3 + 1/2
  • 1 = 1/28 + 1/14 + 1/7 + 1/4 + 1/2
  • ha memes tra gant ar re all


Gwelet ivez :

Niver puilh - Niver karantezus - Niver diouerus - Niver kentael - Niver kazi peurvat