Porzh USB

Eus testwiki
Stumm eus an 18 C'hwe 2025 da 17:14 gant imported>Ar choler (Hizivaet ar c'hennaskerioù)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Patrom:Databox Ur porzh a-steud eo ar porzh USB (Universal Serial Bus). Ur c'hetal enankañ/ec'hankañ herrekoc'h eo evelkent eget ar porzhioù a-steud skouer. Un adeiladezh a-steud a oa bet dibabet evit ar porzhioù-se dre-benn da :

  • Galloud a ra un adeiladezh a-steud arverañ ur gemalenn eurier kalz uheloc'h eget an hini a c'hell ur porzh a-stur ober ganti. Ne c'heller ket ober gant talmoù re uhel gant ar porzhioù a-stur peogwir e c'hellfemp kaout ur forc'had etre ar bitoù o redek war an neudennoù.
  • Marc'hadmatoc'h e vez ar funioù a-steud eget ar re a-stur.

Ar reolad USB

Adalek 1995 e oa bet danzeet ar skoueriegezh USB evit kennaskañ un niver bras a drobarzhelloù.

Daou vod kehentiñ e vez kinniget gant ar skoueriegezh USB 1.0 :

  • 12 Mbde (Mega bit dre eilenn) e mod tizh uhel,
  • 1,5 Mbde e tizh izel.

Un nebeud sklaeradurioù a oa bet degaset gant ar reolad USB 1.1 hogen ne oa ket bet arwellet ar c'has.

Gant ar reolad USB 2.0 e c'hell ar c'has tizhout 480 Mbde. Al logo a-is a vez kavet war an drobarzhelloù testeniet USB 2.0 :

Ar trobarzhelloù USB 1.0, 1.1 ha 2.0 a zo keverlec'h an eil re ouzh ar re all hogen un drobarzhell USB 2.0 kennasket ouzh ur porzh 1.1 kas izel e vefe ar c'has bevennet da 12 Mbde evitañ.

Doareoù kennaskerioù USB

  • Ar c'hennaskerioù benel hepken zo diskouezet amañ.
Kennaskerioù USB (e 2025)
Standard USB 1.0
1996
USB 1.1
1998
USB 2.0
2000
USB 2.0
Revised
USB 3.0
2008
USB 3.1]]
2013
USB 3.2
2017
USB4
2019
USB4 2.0]]
2022
Tizh brasañ Anv kenwerzhel Basic-Speed High-Speed USB 5Gbps USB 10Gbps USB 20Gbps USB 40Gbps USB 80Gbps
Anv orin Low-Speed & Full-Speed SuperSpeed, or SS SuperSpeed+, or SS+ SuperSpeed USB 20Gbps
Mont en-dro USB 3.2 Gen 1×1 USB 3.2 Gen 2×1 USB 3.2 Gen 2×2 USB4 Gen 3×2 USB4 Gen 4×2
Tizh 1.5 Mbit/s & 12 Mbit/s 480 Mbit/s 5 Gbit/s 10 Gbit/s 20 Gbit/s 40 Gbit/s 80 Gbit/s
Kennasker Patrom:Nowrap [rem 1] colspan="2" rowspan="2" Patrom:N/A
Patrom:Nowrap [rem 1]
Patrom:Nowrap [rem 2] ——
Patrom:Nowrap[rem 3][rem 4]
Patrom:Nowrap
Patrom:Nowrap[rem 5]  [rem 2][rem 6] [rem 1] ——
Patrom:Nowrap[rem 3][rem 7] [rem 1]
Patrom:Nowrap [rem 1]
Patrom:Nowrap Patrom:Nowrap [rem 6]
(Brasaet evit diskouez ar munudoù)
Notennoù

Patrom:Reflist

Arc'hwelañ ar porzh USB

Pourchaset e vez gant an adeiladezh USB ur porzhañ d'an trobarzhelloù betek 15w da bep a drobarzhell. D'hen ober e vez arveret ur fun peder neudenn enni (ar porzhañ VBUS 5V, an tolz ha div neudenn evit ar roadennoù anvet D- ha D+).

Un dopologiezh e bus pe e steredenn e c'heller arverañ da gennaskañ an trobarzhelloù. Evit an dopologiezh e steredenn e vez arveret un tolper evel e vez graet evit an dopologiezh rouedad. An tolper USB ez'eus ennañ un enankañ ha lies ec'hankañ. Lod 'vez oberiat (pourchas a reont ur porzhañ) ha lod'all gousañvat (pourchaset e vez ar porzhañ gant an urzhiataer). Gant an dopologiezh USB e bus e vez kennasket an trobarzhelloù an eil re da heuilh ar re all.

Arveret eo ur c'homenad kehentiñ diazezet war hini gwalenn odeer implijet gant ar reolad "Token ring" evit ar c'hehentiñ etre an ostizoù hag an urzhiataer.

Pep trobarzhell war an trevnad USB en deus un enneg war 7 bit. Neuze e c'heller kennaskañ ent diaser 128 (27) ostiz ouzh ur porzh USB. Evit gwir ne vez enneget nemet 127 ostiz war ar porzh USB pa e vez amberzet an enneg 0 evit an argerzh "Plug and Play".

Hirder uc'heg ar fun e c'heller kennaskañ trobarzhelloù an eil ouzh eben a zo 5 metr. Ouzhpenn-se e c'heller kennaskañ 5 tolper an eil ouzh egile. Neuze e c'heller sevel ur chadenn a drobarzhelloù USB 25 metr hed anezhi.

Arc'hwelañ a ra ar porzh USB gant ar mod "Hot Plug and Play". Gant ar mod-se e c'heller lugañ an trobarzhelloù hep lazhañ an urzhiataer ("hot plug" e saozneg).
Fazi arroud : <ref> balizennoù zo evit ur strollad anvet "rem", met n'eus bet kavet balizenn <references group="rem"/> ebet a glotfe