Logaritm neperian

Eus testwiki
Stumm eus an 13 Meu 2025 da 09:22 gant imported>Huñvreüs (skeudenn eus Commons)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Al logaritm natural pe logaritm neperian, a zo, e matematik, al logaritm a ziaz e. Resiprokenn ar fonksion eksponantel a ziaz e eo. Primitivenn ar fonksion kontrol termenet war ]0;+[ hag a zo nul e 1 eo.

Logaritm natural x a zo ar galloud a raker lakaat da e evit kavout x.

Ar fonksion-se a zo bet e-pad pell zo notennet Log evit ober an difoc'h etre ar fonksion log (logaritm a ziaz liesseurt, pe dekvedennel). Kavet e vez bremañ an notadur ln peurvuiañ.