Kensturieg

Eus testwiki
Stumm eus an 14 Meu 2021 da 01:52 gant imported>Baleer (Titloù eeunaet.)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Ur c'hensturieg zo ur pevarzueg dezhañ daou zaouad tuioù ragenep kenstur.

Dezverkoù

Ur pevarzueg rez a zo ur c'hensturieg mard eo ha hepken mard eo gwir unan eus ar poentoù-se :

  • Kenstur eo an tuioù eus pep hini eus e zaou zaouad tuioù ragenep (dre dermenadur).
  • Keit ha keit eo an tuioù eus pep hini eus e zaou zaouad tuioù ragenep.
  • Par eo ar c'hornioù eus pep hini eus e zaou zaouad kornioù ragenep.
  • En o c'hreiz emañ poent kengej e ziv dreuzvegenn.
  • Kenstur ha keit-ha-keit eo an tuioù eus unan eus e zaou zaouad tuioù ragenep.
  • Skladus eo ar c'hornioù eus daou eus e zaouad kornioù kenheuilh.

Degouezhioù dibarek

Kensturiegoù zo o deus perzhioù dibarek.

  • Ur skouergorneg eo ur c'hensturieg dezhañ ur c'horn serzh (par eo e bevar c'horn hag a zo kornioù serzh).
  • Ul lankell eo ur c'hensturieg dezhañ daou du kenheuilh keit-ha-keit (keit-ha-keit eo e bevar zu).
  • Ur c'harrez eo ur c'hensturieg dezhañ ur c'horn serzh ha daou du kenheuilh keit-ha-keit (par eo e bavar c'horn hag a zo kornioù serzh ha keit-ha-keit eo e bevar zu).

Amregenn ha gorreenn

Jediñ an amregad

Bezet a ha b daou du kenheuilh eus ur c'hensturieg, gallout a reer jediñ e amregad A :

A=2(a+b).

Jediñ ar gorread

Bezet d diaz ur c'hensturieg hag s e sav, gallout a reer jediñ e c'horread G :

G=d×s.