Karrez

Eus testwiki
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Patrom:Infobox/Deroù Patrom:Infobox/Titl Patrom:Infobox/Skeudenn Patrom:Infobox/Istitl Patrom:Infobox/Linenn Patrom:Infobox/Dibenn Ar c'harrezioù a zo anezho poligonoù reoliek dezho pevar c'hostez. Talvezout a ra ez eo keit o fevar c'hostez, hag ar memes muzul a zo d'o fevar c'horn. Ar c'harrezioù a zo anezho skouergornegoù ha romboù war un dro.

Ur toullad mat a berzhioù a simetriezh hag a reoliegezh en deus ar c'harrez. An holl garrezioù o deus pevar ahel simetriezh hag anvariant e vezont dre an troiadurioù gant ur c'horn skouer. Kenskouer eo ar c'hostezioù kenheuliek er c'harrezioù, hag an diagonalennoù ivez. Anavezet eo ar perzhioù-se abaoe an Henamzer goshañ. Taolennadurioù kentañ ar c'harrez a gaver ken abred hag ar ragistor. Ar c'helc'h hag ar c'harrez eo ar figurennoù geometrek heverk a zo bet studiet ar muiañ abaoe an Henamzer, ha kudenn karrezadur ar c'helc'h a zo bet prederiet gant meur a vatematikour e-pad daou vilved.

« Karrez un niver » a reer ivez eus liesad an niver-se drezañ e-unan. Notet e vez Patrom:Nowrap ha lennet « a karrez ». Deuet eo an droienn-se da vezañ trec'h e-pad ar mare ma veze an aljebr geometrek e pep lec'h, ha ma veze gwelet karrez un niver bennak evel gorread ur c'harrez an niver kentañ-se e gostez.

Perzhioù

Ar c'harrez a zo anezhañ ur romb hag ur skouergorneg war un dro, dre se e tegemer holl berzhioù an daou bevarc'hostezeg-se. Gallout a reer gwelet anezhañ evel ur poligon reoliek, ha gant se e c'heller prouiñ e berzhioù dre o deduiñ eus re ar poligonoù-se.

Kornioù ha kostezioù

Kodet eo ar pevar c'horn skouer hag ar pevar c'hostez keit.

Ar c'harrezioù o deus pevar c'horn skouer (evel ar skouergornegoù) ha keit eo o fevar c'hostez (romboù int). Parallelek daou-ha-daou eo kostezioù enep ar c'harrezioù, ha gant se ez int skouerioù dibar eus parallelogramoù.

Diagonalennoù

Ur c'harrez notet ABCD hag e ziagonalennoù.

En em droc'hañ a ra diagonalennoù ar c'harrezioù en o c'hreiz peogwir ez euz ur parallelogram dibar eus pep karrez. Graet e vez kreizenn ar c'harrez eus ar poent skej-se. Notomp-eñ O.

Keit eo diagonalennoù ar skouergornegoù setu eo keit ivez diagonalennoù ar c'harrezioù. Dre se ez eus ur c'helc'h, O e greizenn, hag a dremen dre bevar beg ar c'harrez. Kevatal eo skin ar c'helc'h-se gant hirder un hanter-ziagonalenn.

Kenskouer eo diagonalennoù ar romboù setu ez eo kenskouer diagonalennoù ar c'harrezioù.

Pep diagonalenn a rann ar c'harrez e daou dric'horn skouer hag izoskelel war un dro. Hag gant an div ziagonalenn asambles e vez termenet pevar zric'horn skouer ha izoskelel er c'harrez.

Muzulioù

Heñvel eo an holl garrezioù. Talvezout a ra pa pleder gant daou garrez bennak e vez atav ur brasadur (pe ur bihanadur) a ro tro da treuzfurmiñ an eil karrez en egile en ur virout ar c'hornioù geometrek hag ar c'henfeurioù. Gallout a reer termenañ penn-da-benn ar c'harrezioù gant c, hirder o c'hostezioù.

Gorread ar c'harrez zo Patrom:Nowrap. E drohed a vuzuilh 4c ha pep diagonalenn a vuzuilh c√2.

E-touez ar pevarc'hostezegoù dezho ar memes trohed ez eo ar c'harrez a zo dezhañ ar gorread brasañ.

Mentoù ur c'harrez, a e gostez ha d e ziagonalenn
Karrez, a e gostez ha d e ziagonalenn
Karrez, a e gostez ha d e ziagonalenn
Gorread G=a2=a×a

G=d22

Trohed T=4a

T=22d

Diagonalenn d=a2
Skin ar c'helc'h troskrivet rt=a22=a2
Skin ar c'helc'h enskrivet re=12a=a2
Kostez a=d22

Simetriezhioù

Bez' ez eus daou seurt treuzfurmadurioù a lez ar c'harrezioù anvariant :

Setu amañ ar roll anezho, eizh a zo en holl ha mont a reont d'ober ur stroll :


id (identegezh : pep poent a vez peurviret)

r1 (troiadur a 90° war an tu dehou)

r2 (troiadur a 180°)

r3 (troiadur a 270° war an tu dehou)

fv (eilpennadur vertikalek)

fh (eilpennadur horizontalek)

fd (eilpennadur e-keñver an diagonalenn gentañ)

fc (eilpennadur e-keñver an eil diagonalenn)
Elfennoù ar stroll simetriezh (D4). Livet ha niverennet eo ar begoù evit diskwel an treuzfurmadurioù hepken.

Kement eeunenn a dremen dre O a rann ar c'harrez e div lodenn arlakadus.

Sevel ur c'harrez gant binvioù

Sevel ur c'harrez gant ar c'helc'hier hepken

Tresañ gant ar c'helc'hier hag ar reolenn
Tresañ gant ar c'helc'hier hag ar reolenn

Fellout a ra dimp sevel ar c'harrez ABCD e vegoù pa anavezer ar poentoù A ha B hepken. Lakaomp R an hed etre A ha B ; neuze e reer evel amañ da-heul :

  • Tresañ a reer C1, ar c'helc'h A e greizenn hag R e skin (hag a endalc'h ar poent B neuze).

bez' ez eus un trede beg eus ar c'harrez war ar grommenn-se.

  • Tresañ a reer C2, ar c'helc'h B e greizenn hag R e skin (hag a endalc'h A neuze)

emañ pevare beg ar c'harrez war ar grommenn-se.

  • Lakaomp G, unan eus daou boent skej C1 ha C2 ; sevel a reer neuze C3, G e greizenn hag R e skin. Skejet eo C1 e B hag en ur poent all H gant ar c'helc'h-se.
  • C4, H e greizenn hag R e skin, a skej C1 e G hag en ur poent all I.
  • Lakaomp S an hed etre G hag I ; sevel a reer neuze C5, I e greizenn hag S e skin (dre ret ec'h endalc'h G).
  • C6 a saver gant ar greizenn B hag ar skin S (dre ret ec'h endalc'h H). Notañ a reer J poent skej C6 ha C5 hag a zo er memes tu ha G e-keñver an eeunenn (AB).
  • Bezet T an hed etre A ha J, sevel a reer C7, ar c'helc'h A e greizenn ha T e skin (dre ret ec'h endalc'h J).

Ar poent C eo poent skej C7 ha C2.

  • Sevel a reer neuze C8, C e greizenn hag R e skin.

Poent skej C8 ha C1 eo ar poent D.

Sevel ur c'harrez gant ar c'helc'hier hag ar reolenn hepken

Setu amañ un doare all da sevel ur c'harrez, gant ar c'helc'hier hag ar reolenn ar wezh-mañ, pa anavezer hirder an hanter-ziagonalenn. Patrom:Clr

Istor

An dablezenn pri YBC 7289 : un taolennadur kozh-kozh (war-dro 1700 kent JK) eus ur c'harrez gant e ziagonalennoù hag un talvoud nesaet eus √2 (kredad : Bill Casselman).

Ken abred hag er Patrom:VIvet milved kt JK e oa podoù kinklet gant karrezioù e Mezopotamia[1].

Tablezennoù 'zo a ziskouez e anavezed simetriezhioù ha troiadurioù eus ar c'harrez war-dro ar Patrom:XVIIIvet kantved kt JK. An dablezenn BM 15285 ez eus enni un daou-ugent bennak a gudennoù matematikel diwar-benn gorreadoù figurennoù stag ouzh karrezioù[1].

Erbediñ a ra an Talmud sevel kêrioù e stumm karrezioù, petra bennak a vefe stumm o moger-dro[2].

Stagadennoù

Levrlennadur

Patrom:En Eleanor Robson, Mathematics in Ancient Iraq: a Social History, Princeton University Press, 2008, 442 p. (ISBN 978-0-691-09182-2)

Notennoù ha daveoù

Patrom:Références Patrom:Porched

  1. 1,0 ha1,1 Eleanor Robson, 2008
  2. Patrom:Fr Salomon Munk, Tanchum ben Joseph, Leopold Dukes, Isidore Cahen, La Bible: traduction nouvelle, 1833