Formulenn damziorroet
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask
E kimiezh volekulel e c'heller simplaat ur formulenn diorroet plaen evit sevel ur formulenn damziorroet ne daolenner ket an ereadoù karbon-hidrogen enni.
Heuliet e vez ar memes pennreolenn taolenniñ an atomoù : ul lizherenn (pe ziv) deuet eus taolenn beriodek an elfennoù, hag un tres evit pep eread (pe meur a hini maar eo doubl pe dripl an eread).
Skouer an oktan CPatrom:SubHPatrom:Sub
| Formulenn diorroet | Formulenn damziorroet |
|---|---|
Gallout a reer ivez eilpennañ ar C hag an H evit pouezañ war an ereadoù karbon-karbon, evel er skouer-mañ, ar propan, (CPatrom:SubHPatrom:Sub) :
Gallout a reer c'hoazh doujañ da c'heometriezh ar volekulenn, dre zoujañ d'ar c'hornioù 120° molekulennoù 'zo da skouer.
Un nebeud formulennoù damziorroet
-
2-metilpropan (CPatrom:SubHPatrom:Sub)
Gwelet ivez
- An doareoù liesseurt da daolenniñ ar molekulennoù
- Kevatalenn gimiek
- Ar gimiezh organek
- Ar gimiezh vineralek