Niver pementadel eilrenk

Eus testwiki
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

El loc'honiezh pementadel e reer niver pementadel eilrenk pe niver pementadel azimutel, aroueziet dre ("ell"), eus unan eus ar pevar niver pementadel a zeskriv stad pementadel un elektronenn en un atomenn.
Un niver naturel null pe vuiel (0, 1, 2, 3...) eo , a dermen lankad fiñvad un elektronenn hag a zeskriv stumm e amestez en atomenn.

Orin

Lankad fiñvad amestez un elektronenn hervez talvoudegezh

Ne dro ket un elektronenn tro-dro da graoñell un atomenn evel ma ra an Douar tro-dro d'an Heol, Ur gevreizhenn wagenn eo an amestez kentoc'h, a zo termenet gant pevar niver pementadel a zo liammet gant stadoù un elektronenn : an niver pennañ n (gremm ar wagenn), an niver eilrenk (lankad fiñvad ar wagenn), an niver gwarellel m (tuadur ar wagenn) hag an niver spin s (c'hwel an elektronenn).

Ar fizikour Erwin Schrödinger a ziluzias ar gevreizhenn wagenn dre deir c'hevatalenn a gasas d'an tri niver kentañ, a zo kenliammet neuze. An niver pementadel eilrenk a zeuas war wel e rann vleinel ar gevreizhenn, diazezet war ar c'henurzhiennoù pellennek. Setu amañ penaos e vez liammet lankad fiñvad L un elektronenn gant he niver pementadel eilrenk  :

𝐋2Ψ=2(+1)Ψ

m'eo 𝐋2 niñvader al lankad fiñvad, arstalenn Planck krennet,[1] ha Ψ kevreizhenn wagenn an elektronenn.

Aesoc'h eo deskrivañ amestez un elektronenn dre hepken.

Is-gwiskadoù evit an niver pementadel eilrenk
= Is-gwiskad Arouez Muiañ niver
a elektronennoù
Anv Stumm
0 An holl s 2 Patrom:En sharp Pellenn
1 An 2Patrom:Vet ha pelloc'h p 6 Patrom:En principal Tri amestez e stumm halterioù a-lenenn gant ar bleinoù x, y ha z (ahelioù + ha -)
2 An 3Patrom:Vet ha pelloc'h d 10 Patrom:En diffuse Nav halter hag ur gurunenn — Gwelit ar skeudenn.
3 Ar 4Patrom:Vet ha pelloc'h f 14 Patrom:En fundamental Gwelit kreiz linenn izelañ ar skeudenn
4 Ar 5Patrom:Vet ha pelloc'h g 18 (diouganet hepken eo = 4)
5 Ar 6Patrom:Vet ha pelloc'h h 22 (diouganet hepken eo = 5)
6 Ar 7Patrom:Vet ha pelloc'h i 26 (diouganet hepken eo = 6)
Goude al lizherenn f e heulier urzh al lizherenneg, war-bouez j hag al lizherennoù a zo bet implijet dija.
An is-gwiskadoù s, p, d ha f

Muiel (+) eo an takadoù glas ha leiel (-) ar re velen.

Notennoù

Patrom:Daveoù

  1. Astalenn Max Planck : h = 6,62607015 x 10-34 J·s ; astalenn grennet : =h2π=1.054 571 817...×1034 JsPatrom:Fr Patrom:Cite web