Taolennadur Cram

Eus testwiki
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Taolennadur Cram ar molekulennoù organek a ro an tu d'o daolennañ en egor (3M).

Diazezet eo an doare taolennañ-se war un nebeud reolennoù eeun :

  • Taolennet e vez an ereadoù etre daou atom a zo e-barzh plaen ar follenn gant un tres leun :
CC
  • Taolennet e vez an ereadoù etre un atom a zo e-barzh plaen ar follenn hag un atom dirak ar plaen-se gant un tres tev, pe gant un tric'horn leun, e veg eus tu an atom a zo er plaen, hag e ziaz eus tu an atom all :
  • Taolennet e vez an ereadoù etre un atom a zo e-barzh plaen ar follenn hag un atom a-dreñv ar plaen-se gant un tres pikaouek, pe gant un tric'horn roudennek, e veg eus tu an atom a zo er plaen, hag e ziaz eus tu an atom all :

Da skouer

CH4 Metan

Patrom:Taolennadur ar molekulennoù