Unanenn steredoniel

Eus testwiki
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Patrom:Infobox/Titl

Reizhiad International Astronomical Union (IAU)
Système International d'Unités (SI)
Kementad Hedoù
Arouez au (astronomical unit, ofisiel), au, AU
Kenfeurelezh an unanennoù SI en egor
pc bg au m
pc 1 3,2615 206 264,80 3,09×1016
bg 0,3066 1 63 242 9,46×1015
au 4,84×10-6 1,58×10-5 1 1,50×1011
m 3,09×10-16 9,46×10-15 1,50×10 -11 1

Er steredoniezh e reer unanenn steredoniel (berraet dre au, astronomical unit, hervez erbedadenn 5 diviz B2 an International Astronomical Union (IAU) e 2012[1] ha hini ar Bureau International des Poids et Mesures (BIPM) e 2019[2]) eus un unanenn hed kevatal da 149 597 870 700 ± 3 metr.

Dre vras e lakaer 1 unanenn steredoniel da gevatal d'an hed etre an Douar hag an Heol, da lavaret eo e-tro da 150 milion a gilometroù ha da 8 munutenn da dizh ar gouloù er goullo (299 792 458 metr dre eilenn).

Termenadur

Divizet e oa bet termenadur an unanenn steredoniel e-kerzh XVIPatrom:Vet Kendalc'h an IAU e Grenoble e 1976, ha resisaet eo bet e 2012 gant an XXVIIIPatrom:Vet Kendalc'h e Beijing.

E 1976
  • "Unanenn steredoniel" (A) a raed eus an hed e koskoriad an Heol ma talvez astalenn gerc'hellel Gauss (k) kement ha 0,01720209895 mar greer gant unanennoù an IAU evit an hedoù, tolz an Heol (1,9885 × 1030 kg) ha pad un devezh (86 400 s). Neuze, 1 A = 149 597 870 000 metr[3].
Adalek 2012
  • 1 au = 149 597 870 700 ± 3 metr, eleze 8 munutenn ha 19 eilenn da dizh ar gouloù er goullo[1].

Implij

Implijet e vez an unanenn steredoniel evit muzuliañ an hed etre ar planedennoù a zo e koskoriad an Heol. Re vihan eo avat evit muzuliañ ar pellder etre ar steredennoù : ar parsec (pc) eo an unanenn a implijer en degouezh-se : 1 pc = 648 000 / π au = 206 264,80624709635656598954519745 au = 30 856 775 814 913 673 metr.

Daveoù

Patrom:Daveoù